Chargement...
Chargement...

Tilda

Auteur : Frank Bodenes

10,00 €
Chargement...
Livraison à partir de 0,01 €
-5 % Retrait en magasin avec la carte Mollat
en savoir plus

Résumé

A Brest, Tilda, une jeune femme sans attache et sans perspective, tente de survivre en multipliant les emplois précaires. ©Electre 2025

Botou-avel zo gand Tilda, eur plah yaouank distrob ha diloj, o vonedone dre gêr Vrest. Ne vez ket asur jamez deuz petra 'vo warhoaz, ha bresk-meurbed eo he buhez pemdezieg : euz an eil labour dister d'egile ez a, en eur glask tapoud eun tamm tommder bennag digand an dud memestra. Eur plah dijoa n'eo ket avad, didouellet ne lavaran ket. Ha nijal kuit a ray eur wech bennag ? Dedostaad outi a garfe al lenner, med daoust ha warhoaz ne vo ket re ziwezad ?

Sed amañ eur poltred a laka d'en em zoñjal war ar gevredigez-kêr a vevom enni, ar halz ahanom, pegen yen ha kriz e hell beza evid ar re zo o-unan, dihouest da vond diouz ar patrom boutin.

Waltzing Matilda, a gan Tom Waits, ha gwir eo, trei ha distrei dibaouez a ra Tilda, a beb tu, o klask penn d'he buhez. Eur romant berr ha lemm, e brezoneg a-vremañ, a oar c'hoari gand ar yez hag ar fent du, na vefe ket dinahet gand ar vrezonegerien a-vihanig.

Pevare romant Frank Bodenes eo Tilda. Anavezet eo ar skrivagner yaouank dija, dre an daou genta bet embannet gand Emgleo Breiz : Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop ha Kriz ar yaouankiz. Unan ail evid ar re yaouank, Tramor, son ha ton, e-neus embannet e ti Keit vimp bev. E Brest ema o chom.

Roll-diroll a zo eun dastumadenn a skridou dihortoz.

Fiche Technique

Paru le : 14/02/2013

Thématique : Littératures autres langues

Auteur(s) : Auteur : Frank Bodenes

Éditeur(s) : Emgleo Breiz

Collection(s) : Roll-diroll

Série(s) : Non précisé.

ISBN : 978-2-35974-062-2

EAN13 : 9782359740622

Reliure : Broché

Pages : 68

Hauteur: 18.0 cm / Largeur 13.0 cm


Poids: 200 g